Rechercher un film :



Enez Black Mòr

2006

Frañs / Animation / 2003 / 1h25 / Video BetaSP Li / Couleur / VO /

  • Seveniñ : Jean-François Laguionie
  • Senario : Jean-François Laguionie hag Anik Le Ray
  • Story board ha lay out : Bruno Le Floc'h
  • Krouidigezh an tudennoù : Jean-François Laguionie ha Bruno Le Floc'h
  • Produiñ : Dargaud-Marina - La Fabrique - Les Films du Triangle
  • Advouezhiañ : Dizale
  • Skignañ e Breizh : Daoulagad Breizh : Douarnenez - 02 98 92 97 23 - daoulagad.bzh@wanadoo.fr

1803, war aodoù Kerne Veur. Kid, ur minor a 15 vloaz, a zeu a-benn da achap kuit deus ti an emzivaded lec'h ma oa bac'het 'giz ur galeour. Ne oar ket peseurt anv gwir zo gantan ha n'eo pinvidik diwar mann 'met ur gartenn a ziskuilhfe un denzor bennak war un enezenn, ur gartenn kouezhet deus levr Black Mor, ur morlaer brudet e plijfe kement da Gid bezan henvel dioutan.
Asambles gant daou benseour, Mac Gregor hag Ar Fisel, e tap Kid lestr ar warded-aod hag e red kuit war-lerc'h e enezenn hag e denzor, en tu all d'ar Meurvor Atlantel.
Met n'eo ket tre pezh vez lennet e levrioù morlaeron a c'hoarvezo gantan.
O klask pive o en gwirionez eman Kid breskoc'h evit pezh a ziskouez, ha, war hent Enez Black Mor, vo meur a avantur a c'hortozo anezhan.